Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hag an diou goz ha mont neuze. N’oant ket distro ma ’z, oa war daol an ti bihan eur friko a bep seurt traou hag e-c’hiz n’o doa debret na gwelet biskoaz. Staget da zibri ez oa, pa zistrojont, hag e voent souezet o welet kemend-all a draou.

Brema, va mamm ha va moereb, eme heman, debrit hag evit. Diouer a-walc’h hoc’h eus bet, ha mall eo d’eoc’h tanva eun dra bennak vat.

— Penaos, emezo, eo deut an traou-man ama ?

— An dra-ze, eme heman, ne oar den nemedon-me. Evelato, kredit ervad n’int ket laeret. A-barz nemeur ne chomot er c’hoz toull kampr, ha me a lakaio sevel eun ti kaer d’eoc’h.

N’oa ket gaou a lavaras. A-benn eiz dervez goude, an diou goz hag o mab a oa eat da chom en eun ti kaer, ar c’haera a oa war-dro Landerne, ha savet eno ne ouie den penaos. Ma lavare an dud ez oa sorser ar martolod.

Chom a reas eno eur pennad gant an diou goz, bete ma klevas en doa embannet roue Breiz, dre ar vro, e c’helle an dud yaouank a lignez uhel hag a ouenn vad dont da ober al lez d’e verc’h. Ar brud-ze a lekeas eur stultenn da zont e penn hor martolod, a lavaras d’e vamm neuze e ranke mont bete Naoned evit gwelet ha ne deuje ket a-benn da gaout merc’h ar roue.

— Gwell eo d’it, emezi, chom ama ganeomp, ha kemeret unan bennak a blijo d’az kalon, evit na deo mont da glask e lec’h all merc’hed ne ouezi ket na petra int na petra ’dalont.

An hini goz a gomze fur a-walc’h. He mab, avad, dre ma c’helle brema ober ar pez a gare, a gave d’ezan ivez e lakaje kalon an hini a gemerche da dridal outan.