oud e Eried, hag e ouije dioutan gant petra e rea kemend-all a draou. Goulenn a eure, evel he doa lavaret. Evelato ne deuas ket buan a-benn he zaol : trei ha distrei a rankas, ober he mitouik a rankas meur a wech a-raok mac’h anzavas heman outi petra ’oa. Evelato eun nozvez m’he doa pedet anezan ha goulennet kaeroc’h evit he doa great a-raok, heman, diod ma ’z oa, a lavaras n’en divije ket muioc’h a c’halloud evit peb-unan, anez eul leorig bihan-bihan en doa.
— Gantan, emezan, eo e ran kement am eus c’hoant, n’em eus nemet ar boan da c’houlenn.
— Hag e pelec’h, eme ar brinsez, e likit-hu al leorig-ze ?
— Atao e vez em c’herc’hen, noz-deiz. Bez’ ema ganen aze, em bruched, ha birviken den n’en devezo, emezan, nemet laeret e ve d’in.
Houman neuze ne lavaras netra, hag a reas an neuz da gousket. Mab-kaer ar roue a gouskas ivez ; ha, pa glevas e bried anezan o roc’hal, e risklas goustad he dourn en e vruched hag e kemeras al leorig-ze digantan.
Houman ne voe ket didalvez da zevel antronoz, ha da gas al leorig bihan d’he mignon.
Egile ne daolas evez ez oa laeret, ken na voe divezat d’ezan. Eat ’oa da ober eun dro chase d’ar c’hoad, ha pa voe distro d’ar gear, pa c’houlennas pelec’h edo e bried, e voe lavaret d’ezan n’ en doa gwelet den anezi abaoe ma ’z oa savet.
— Emaoun tizet ganti en taol-man !
N’oa ket gaou. Merc’h ar roue, dioc’htu ma roas al leorig