Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/8

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— VI —


Deuet ar mare, G. Milin a voe kaset da skolaj Kastell-Paol : studi val a reas eno. Goude beza peurachuet e zeskadurez e Kastell, hor paotr yaouank, c’hoant d’ezan da veza beleg evel e eontr, a yeas da Gloerdi-bras Kemper, e-lec’h na chomas nemet triouec’h miz, dre n’en em gave ket galvet da genderc’hel war hent ar velegiach, hag e teuas da chom da Vrest, er bloavez 1847. Eno e oa bet digemeret da gomiz e bureoiou ar porz-mor.

G. Milin, zoken er skolaj, a oa stag da skriva brezoneg, met e porz Brest eo e kavas an tu d’en em rei d’ar brezoneg, o veza m’en em gave eno bemdez oc’h henta kenlabourerien ha micherourien deuet di eveldan da c’hounit o bara diouz pep korn a Vreiz : nep lec’h all ne c’helle kaout gwelloc’h e du da glevout, dre zigouez pe dre serr-klask, marvailhou koz hor Bro. Hag eno, a-zehou hag a-gleiz e furchas, e selaouas, hag eno e boan ne oa ket dispignet en aner ; eno e kavas, e klevas hag e skrivas eun toullad marvailhou hag a rede da neuze c’hoaz beo dre envor ar bobl, hag a anavezomp breman ni, abalamour ma boanias d’o dastum e Brest.

Eun tanva eus ar marvailhou-ze a roas G. Milin, er bloavez 1870, a-gevret gant ar c’horonal Troude, unan all eus e vignoned, en eul leor hanvet : Ar Marvailher brezounek pe Marvailhou brezonek (J.-B. hag A. Lefournier, leorierien, Brest). El leor-ze, deuet da veza rouez, siouaz ! pell zo, e kaver marvailhou eus an dibab, evel : Labous ar wirionez, Barvouskenn ar roue Fortunatus, Yann e vaz houarn, Ar Chorf hep ene, Kristof, marvailhou anavezet, hep lavaret gaou, gant pep Breizad, paket breman gantan e dregont pe zaou-ugent vloaz.

E-pad an amzer a dremenas e Brest, G. Milin a labouras kalz war ar brezoneg. Ouspenn dastum marvailhou, ec’h embannas e-unan pe a-gevret gant ar c’horonal Troude, leoriou a dalvougedez hag a jom ker beo ha ker yaouank ha pa zeujont diouz ar wask, evel Marvailhou grac’h koz (1867), Furnez ar Geiz (1868), Jezuz, skouer ar Gristenien (1864), Eun teskad gwirioneziou (1867), hag all…