Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/83

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

peur-achui e dro, a gasas anezan daved ar Gwalarn, unan eus e dri breur all.

— Sad’ ama, a lavaras d’ezan, eur c’henderv bihan d’eomp, a zo o klask e wreg dre ar bed. Eat eo dioutan gant eur mignon he doa, ha red eo e ve eat pell gantan da chom, pa n’hon eus ket kavet anezi. Lak anezan warc’hoaz war da gein, evel am eus-me great hirio, ha ma na deu ket a-benn eus e daol warc’hoaz kennebeut, kas anezan da gaout unan eus hon daou vreur all. Eur c’henderv d’eomp eo, a lavar va mamm, rak e vamm-goz hag hon hini-ni a oa diou vamm-goz.

— Gwir eo, eme ar Gwalarn ; neuze eo kar-tost d’eomp. Deus ’ta, paotr bihan, eme ar Gwalarn, war va c’hein, ha dalc’h mat d’am bleo, rag aon na gouezfes diwar va c’hein.

Va breur a zo eur paotr sioul em skoaz-me. Netra ne harz ouzin pa vez droug ennon : me a ziskar ar gwez er c’hoajou, a dorr gwern al listri, me a laka ar mor da lammet beteg an nenv. Diwall ’ta. Mont buan a rankan, ha mall eo d’in en em gaout er gear.

Kear heman a oa war gern pe gribell ar menez uhela a oa er bed, dindan eur roc’h vras ha ledan, goloet he fenn gant an erc’h. En eur vont e-barz e stouas stumm evel e vreur hag e reas eur zoroc’h gant e alan, ma kase en e raok an erc’h rodellet a verniou hirr.

Goude koania eno gant an Avel-gwalarn, hor martolod a gouskas c’houek, pa deuas an domder d’ezan, rak riou en doa bet, ken na skrije, ar pennad ma ’z oa bet war gein ar Gwalarn.

Antronoz mintin mat e voe dihunet gant alan an Avel o c’houeza.