Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Mall eo, emezan, mont en hent. Hast affo.

Hag hor gwaz, o krapa e moue gwenn an Avel, ker yen hag hinkiniou skourn, a ya a-c’haoliad war e c’houzoug.

— Dalc’h mat, a lavar d’ezan c’hoaz, ha sell piz evit gwelet e pelec’h ema da wreg fall.

Neuze heman a ya ac’hano, eun dregarn gantan, ken na grene ar meneziou tro-war-dro. Hag, a-benn diou eur goude, en doa great an dro d’e gordennad, hep n’en doa ar martolod gwelet pelec’h edo e bried.

— Ac’hanta ! emezan, n’ec’h eus-hi ket gwelet e nep lec’h ?

— Nann da ! emezan. ’M eus aon, n’ema ket en da barrez.

— Mat ! Neuze, mar kerez, me ya d’az kas d’am breur Avel-uhel. N’eo ket divezat anezi c’hoaz, hag amzer ac’h eus da ober eun dro gantan dre e rann, a-barz an n[env.][1]

Ma voe kaset gant ar Gwalarn da gaout an Avel-uhel.

— Kea, emezan, da ober eun dro gant heman dre da rann. da welet hag hen ne gavo e wreg ema o klask, eur pennad mat zo, hep gallout he c’haout. Eur c’henderv d’eomp eo, hervez am eus klevet gant va breur Avel-draon.

— Neuze, eme an Avel-uhel, e c’hell dont buan, rak me a rank beza great va zro ganen hirio a-raok kuz-heol. Kemenn am eus bet [2] eus an Nec’h da viret oc’h listri Saozon, a zo karget a vrezellourien, d’en em gaout hirio en Indez. Goueledi an darnvuia a rankan, ha kas ar re all lod ama, lod a-hont.

Sada hag hor martolod ha mont war gein an Avel-uhel,

  1. Notenn Wikimammenn : Ur fazi moullañ a zo amañ.
  2. Ces mots sont soulignés dans le manuscrit.