Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ha me ivez, eme al logodenn, a lakaio anezan da strefia e-pad ma vezo ar raz o labourat da gaout al leorig-ze.

— Mat eo neuze, eme ar martolod. It da welet petra a c’hellot da ober, ha mar teuit a-benn d’e gaout, n’eo ket eun tamm ho pezo diganen : bevet mat e viot diwar neuze, keit ha ma vevot A-barz mont, evelato, e kav d’in e ve mat staga oc’h gouzoug ar raz eur vuredadig pebr a zo ganen ama. Al logodenn n’he devezo nemet lakaat he lost enni, hag an aotrou a strefio ken na vezo distag d’ezan.

Ma voe staget ar vuredad pebr oc’h gouzoug ar raz, ha ma ’z ejont o-zri ac’hano, ar c’hoz er penn a-raok. Houman a skrabas hag a durias ker buan ha ker brao ne voe ket pell evit en em gaout en ti, e kambr an aotrou hag an itron. Toulla a eure war-dro hanter-noz dindan ar gwele, ha dioc’htu ar raz hag al logodenn a oa war-lerc’h ar c’hoz, a reas eul lamm er gambr hag a bign dioc’htu war ar gwele.

An aotrou hag an itron a roc’he leiz o bouzellou.

— Deport, eme ar raz goustad d’al logodenn, ma c’hlebin em genou beg da lost, a-raok ma vezo red d’it c’hoari gantan. Brema en em laka war-nez taol da fourra anezan en e c’henou, pa weli e tihuno. Ken na vezo neuze, na ra seurt tra, lez ac’hanon ; me ya da welet e pe du ema al leorig-ze.

Hag ar raz da rei taol dant ama, taol dant a-hont. Pa zantas edo war al leor, e toull treuz-didreuz, e freug gwella ma c’hell.

Toullet eo roched an aotrou hep na zihun. Da bep taol dant a ro ar raz, an toull a gresk. Pa wel al leor hag ez eo tost an toull da veza bras a-walc’h d’ezan da zont er-meaz.