Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/9

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— VII —


Goude beza echuet e amzer evel komiz e porz-mor Brest (1882), ha goude beza bet, e-pad bloaz (1883-1884), rener Feiz ha Breiz koz e Kemper, G. Milin a zeuas da chom d’an Enez Vaz, e-lec’h m’he devoa e wreg eun tamm peadra. Hanvet e voe eno da vear gant e genvroïz, met, goude eur pennad, abalamour d’an tregas a c’houzanvas er garg-ze, e roas e zilez hag en em roas adarre hag a-grenn d’ar brezoneg.

Pa varvas d’ar 27 a viz du 1895, paket gantan e 73 vloaz, G. Milin a leze war e lerc’h meur a oberou diembann, e skridou-dourn, en o zouez eun niver bras a varvailhou hag Ar Psalmou troet e brezoneg.

Goude e varo, e wreg a werzas d’eur mignon bennak eur toullad eus skridou-dourn he fried. Evel-se eo e teuas gant an aotrou F. Vallée — mignon bras ar brezoneg, an holl her goar — ar skridou-dourn, enno ar marvailhou moulet el leorig-man, goude beza bet embannet er gelaouenn Buhez Breiz. Ar marvailhou-man n’int nemet eun tanva : re all a zeuy war o lerc’h, mar plij gant Doue.

Ma c’hellomp hirio moula eul lodenn eus oberou G. Milin — unan eus ar skrivanierien dispar en hon yez-ni, Bretoned — ha m’hon deus gallet kas da benn ken brao hon labour, d’an aotrou F. Vallée eo e tleomp kement-se. Ra vezo meulet ha trugarekaet en hano Breiz hag en hano ar Vretoned a gemero plijadur o lenn ar marvailhou-man !