Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/90

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

e sav eur stultenn en e benn da reuga ar roched en eun taol. Gwasa a c’hoarvezas neuze eo e tihunas an aotrou.

— C’hoari brema, logodenn ! a lavar ar raz.

Hag al logodenn dioc’htu ha fourra he lost pebret, penn- da-benn e fronellou an aotrou a zirollas da strefia, ken na grene ar gwele hag ar gampr gantan.

— Petra c’hoari ganeoc’h ? eme an itron o tihuna ivez oc’h e glevet.

— N’ouzoun ket, emezan. Me ’gave d’in dre va c’housk… strr, strr… ez oa… strr, strr, strr… eun dra bennak… strr, strr…

— Choari ’ta, logodenn ! a lavar ar raz atao.

Strr, strr… warnon… strr, strr…

— Me ne welan netra, eme an itron. Ha klanv oc’h ?

Strr, strr… eme an aotrou.

— Lez-hen brema, logodenn ; ha deomp kuit, eme ar raz. Al leorig a zo ganen.

Hag ar re-man d’an traon hag a-zindan ar gwele, ha kuit ac’hano. Edont tost da veza distro ma strefie atao an aotrou. Pa baouezas, e taolas e zourn da glask e leor ha ne gavas nemet e roched drailhet.

— Tizet oun, emezan d’an itron : iaeret eo va leorig diga- nen. Eun dra bennnk a vras a c’hoarvezo liep dale ama.

N’en doa ket lavaret mat, ma ’z eas ac’hano ne ouie da belec’h; nemet pa gouezas e-kreiz ar mor doun e pelec’h e voe beuzet. Ar c’hastelï pe ar maner a oa ivez evel teuzet eno, ha ne chomas ken war al lec’h, nemet an itron en he hiviz.