great digas keuneud d’ar gear evit selaou komzou diskiant ar seurt…
— N’eus forz ! eme an ozac’h ; gwelet a rankan hag ez eo gwir.
Hag hen ha krapa er vouc’hal, mont d’ar c’hraou, laza e vioc’h, ha trouc’ha dioc’htu he fevar zroad diouti. Dont a ra ganto d’an ti.
— Brema, emezan, goulenn ar pez ac’h eus c’hoant.
— Gwella am be da c’houlenn eo e teufe skiant d’it… Brema ec’h eus great eun taol kaer !
— Lavaret a ran d’it goulenn ar pez ac’h eus c’hoant hag hast affo !
— Pa ’z eo great, gwelomp ! emezi… Ra vezo ama, leiz eur zac’had, aour hag arc’hant, war an daol !…
N’oa ket a-vec’h lavaret ganti hag eat an troad er-meaz, ma ’z oa eno leiz eur zac’had a aour hag arc’hant.
— Ac’hanta ! Diskiant oun-me, Jaketa ?
— N’out ket da, emezi : n’eus ket lavaret gaou d’it.
— Gwelomp brema an eil troad !… Ra vezo ama e-lec’h hon ti taouarc’h-ni eur maner eus ar re gaera, ha loened ha traou ennan, ha, war e dro, kement hag a zo e nep maner all ebet !…
Dioc’htu ma voe eat an troad kuit, setu eno neuze eur maner evel a oa bet goulennet.
— Brema, eme ar wreg, eo va zro-me da c’houlenn… Ra vezo va bugale, kement ’zo anezo, savet bras ha tud fur eus ar re fura !…