Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Gwreg ha bugale en doa ivez. Mantret ’voe pa welas penaos ’oa gwisket e vreur, ha bec’h en doe oc’h e anaout.

Petoa ! emezan, te eo a zo er c’hiz-ze ?… Asa, lavar d’in penaos out deut ker pinvidik, e ker berr amzer !

Penaos ? eme egile, n’eo ket diês, ba, mar kerez, e teui ker pinvidik ba me.

— Mar karan ? Ne c’houlennan ken tra digant Doue

— Mat ! selaou. Breman ez eus c’houec’h sizun ez is da zastum keuneud d’ar c’hoad ’zo aze, p’en em gavas eun aotrou ganen hag a c’houlennas ouzin ha c’hoant beza pinvidik am boa. — « Ya da ! emeve, ma ve gallet. — N’eus netra easoc’h, emezan. Laz da vioc’h ha taol he fevar zroad er-meaz dre ar siminal, an eil goude egile, en eur c’houlenn ar pez ac’h eus c’hoant. » Ober a ris ar pez a lavaras d’in, ha setu penaos oun deut ker pinvidik ba ma ’z oun… Gra eveldoun, mar gellez.

— Kea atao. Ober a rin, ma kavan an dro, evit klask gwelet penaos e troio ar stal war gement-se.

Neuze dioc’htu breur egile a ya d’ar c’hoad, ober a ra an neuz da glask keuneud, ha dastumet en doa diou pe deir brochenn bennak, — evelato n’eo ket gant an dra-ze ez oa touellet, e lagad a glaske ha furche ar c’hoad tro-war-dro, — pa welas an aotrou, a glaske pell a oa, o tont etrezeg ennan.

— Ema-hen o tont, gwell a ze !

Hag hor gwaz neuze, berr warnan, a glask tizout tamm keuneud ama, tamm all a-hont.

— o klask keuneud emaeur ’ta ? eme an aotrou.