Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/10

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
IX
ALI D’AL LENNER.

Hogen ar vent hag ar rim a oa red d’in senti out-ho ; ken a riz dre heg ar pez n’am bize ket great dre gaer. Kement-se a gaviz kaled evel-kent ; setu penaoz ez a hor brezonek ker da goll ! »

Hag enn eur hopa d’ar skrivagnourien iaouank : « Taolit pled war gement-ma, eme-z-han, tud iaouang euz a Vreiz-Izel ! »

« Evid ar pez a zell oc’h ann doare skriva, eme-z-han c’hoaz, great am euz evel ma kariz, o veza n’eo ket deuet c’hoaz a-benn da c’honit war ar re all ann hini gwella, me lavar hini ann aotrou Ar Gonidek. »

Tregont vloaz zo e komze evel-hen ; a c’houdevez eo deuet da c’honit doare skriva Ar Gonidek, ha n’euz mui breman nemed ann dud koz pe heb reiz hag a skriv enn eunn doare dishenvel.

Na dudiuz eta e vize mojennou ann aotrou Goesbriand, ma vize bet gant-han mui a breder ! O veza ker brao c’hoaz da glevet enn doare ma’z int, na c’houek e vizent da lenn ! Plijout d’ann daoulagad ha d’ann diouskouarn e razent war eunn dro.

Ann aotrou Milin n’en deuz ket great evel-d-han : enn eur anaout ann hent mad, n’en deuz ket kemeret ann hent fall ; gwir eo en deuz bet da gelenner eur maill enn he vicher : ann aotrou Troude, ar c’horonal, hag hen desket he-unan gand Ar Gonidek, hor mestr d’e-omp holl, a hentchaz anezhan meur