Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/100

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

» Ema ’nn holl war va lerc’h hag eur spount ho c’hlevet.
» Hu ! hu ! hu ! harz ar bleiz ! Kreier ha ferier houarn
» A zispak enn dro d’in ; hag enn dro d’am diskouarn
» E klevann ann tennou, bolodou o voudal,
» Ar bisier o terri hag ar vein o froumal.
» Eur vuez zo gant-ho, ma’z eo red d’in tec’het
» Hep gallout paka tamm. Piou ’ta ne ve nec’het,
» Ma ve, evel d-oun-me, kaset euz a bep bro,
» Euz a Vro-Zaoz, zo-ken, bro brasa laeroun zo !
» Ma ve paet d’he laza eun toullad lakisien,
» Traou fall ha didalvez, mad da strinka bouillen,
» D’ober drouk d’al loened, enn eur goll ho amzer.
» N’ho peuz nemet selaou pa lenvo map kouer,
» Hag e klevoc’h ober aoun d’ezhan rak ar bleiz ;
» Ha kement-se, va Doue ! c’houi well poaniou ar geiz !
» Evit eur c’hi, eur c’haign pe eur c’hoz azen brein
» Am beuz gallet da gaout pe d’am c’hoan, pe d’am lein.
» Pegen diez eo beva ! Mad ! mad ! n’euz forz a-ze,
» Lakeat em beuz em fenn ne zrebinn kik morse,
» Tamm kik hiziviken ne d-ai dindan va staon,
» Kentoc’h, m’hen tou, va feiz ! e varvfenn gant ann naon.
» Peuri rinn da veva, hag e vezinn karet,
» Peuri dre ar c’hoajou evel saoud ha denved.
» Peuromp ’ta ! » — Hag ar bleiz, a-raok stoui he benn,