Ar c’herc’h ne voant re stank : petra ra ? war-n-ezho,
Strinka a zeou, a gleiz ienien, skourn-du ha reo.
— « Evel-se, eme z-han, o sutal, o kana,
» E vo kant war unan…, mar gellont kefiada ! »
Ne d-eo ket kefiada gant-ho a c’hoarvezaz
Nag ive gant ann heiz, ar gwiniz a hadaz.
Ha setu, ann eil gweach, gant bleiner ann amzer,
Eat ma voa eunn truez eost ann tiek brabanser.
Daou vloaz a zo kollet.
Eur pez kaer koll daou vloaz ! anefede klevet
E c’hoarz ann holl d’ezhan, e ve lorc’h enn azen…
— « Asa ! souezet ounn o welet ne c’halfenn,
» Me pinvidik-perfoun, mereur ann Aotrou-Doue,
» Me laka ann amzer da drei gan-en ive,
» Ne c’halfenn-me ket kaout gwiniz, kerc’h ha segal
» Kement hag ar re-ze zo koz tieien fall ?
» Gwisiekoc’h evit-ho, skriva ha lenn a rann,
» Gallek ha brezounek ive a ziskolpann
» Koulz a-dreuz hag a-hed, n’euz forz e pe zoare ;
» Petra vir ’ta neuze,
» N’am be eost evel d-ho ? »
— « Petra vir, aotrou keaz ? Kement den zo er vro
» A gred hag a lavar
» E c’houzoc’h re a draou evit labourat douar.
» D’ann tiek choum war ar meaz ha d’ar bourc’hiz e kear.»
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/107
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ