Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/119

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

» Eunn all war dro ama zo ker koz ha ma’z oc’h ?
» Kavit d’in, a bell bro, daou zen a ve kosoc’h ?
» A-raok dont, eme c’houi, me a dlie ho kelenn,
» Ho lezel eur pennad da starda hoc’h hordenn,
» Da renka mad ho stal, dre skrid ha war baper,
» Da beur-zevel ho ti, da rei greg d’ho penn-her.
» Ha ne voa eur gelenn, pa’z ea e-biou d’e hoc’h
» Ar skiant hag ar spered, pa ne voac’h evit loc’h,
» Pa n’ho poa mui a vlaz, pa ne glevac’h berad,
» Oc’h sklerijenn ann deiz p’oa dall ho taoulagad,
» Pa voa pep tra ’vid hoc’h evel na vijent ket,
» Pa voa ho kar, ho cheo dre ar rolec’h chalet,
» Pa voa ann heol laouen eat diwar ho treuzou,
» Pa n’ho poa perz er bed, na perz enn ho madou,
» Ha ne voa, lavarit, ha ne voa eur gentel
» E tostea ar mare, ann amzer da vervel ?
         » Gwelet ho peuz ho mignouned,
» Darn maro, darn toc’hor, darn all gant ar c’hlenved.
» Evit diskouez d’hoc’h eo, e daou pe e tri c’her,
» Ez oc’h bet kelennet hag ho peuz bet amzer.
» Gan-en brema, paotr-koz, e rankit dont dioc’h-tu
» E pe zoare-bennag ema gan-hoc’h ann tu ! »
Ne lavare ket gaou : pep den, deut d’ann oad-ze,
Dioc’h taol fest ar bed-ma mont laouen a dlefe,
’Nn eur drugarekaat ha great he bakaden ;