Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/12

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
XI
ALI D’AL LENNER.

vestr, evel ma oa hini Goesbriand, evel ma vezo patrom kement den a garo kemer skouer digand eur maill n’en deuz bet he bar ha ne gavo e nep leac’h.

Hogen, o wiska er c’hiz Breiz-Izel mojennou ar broiou all, ne ket hep-ken lakaat ann dud da c’hoarzin a fell d’ann aotrou Milin, war zigarez farsal ha marvaillad, e tistag kentelliou euz ar re wella. Great en deuz a-vad eunn dibab anezho, evel ma tere d’eur c’hristen mad a zen, d’eunn den fur, d’eur breizad gwirion.

Nep piou-bennag ho lenno a dommo he galon evid ann Aotrou Doue, evid ar wirionez, evid he vro, evit kement tra a zo mad, ha c’houek, ha deread, hag a rank da veza meulet.

Na joa ho divize bet out-ho mistri-skol ann amzer gwechall, na talvoudegez ho divize kavet enn-ho Sent koz a Vreiz a gelenne ker kaer bugale ar vro-ma !

N’eo ket ’ta, Aotrou sant Hervé ? Me gav d’in ho pize c’hoarzet enn eur welout moulet e penn unan euz ar mojennou-ma ho lavar fur :

          Gwell eo deski mabik bihan
          Eget dastum madou d’ezhan ;

Na souezet e vizec’h bet gant danevel ann daou vourc’hiz,

          Unan a voa desket ha paour,
          Ann eil azen ha d’ezhan aour.

Ha c’houi, Aotrou sant Kado benniget ? Pe stad ho