Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/122

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

        » ’Vid hoc’h, aotrou, da bardouna.
        » Em zroiou-pell em beuz komzet
        » Oc’h tud gwisiek ha fur meurbed.
» Laret em beuz d’ezho ho poa eur gwall stropad,
» Edoc’h war an diskar. » — « Setu neuze, a-vad,
» Eme ann desketa, petra zo da ober :
» O veza ma’z eo koz, en deuz ezomm tomder
» Da nevezi he c’hoad, da zont kre ha seder.
» Lakit war-n-han dioc’h-tu kroc’hen eur bleiz kignet,
» Gwad hag all, tomm bero, ar c’henta vo kavet.
» Da barea dioc’h kosni eo eul louzou dispar,
» Eme ’r medisin-ze, ar brasa war ann douar.
» Setu ama Laouik a zo mad he groc’hen
» D’ho kolei kil ha troad, evel eur zoudanen. »
        Kelenn al louarn voe kavet mad :
        Ar bleiz war he liven lakeat,
        A voe rak-tal diskroc’hennet,
        Goude freuzet ha dispennet.
        Gant he gik al leon a goaniaz,
        Gant he groc’hen en em c’holoaz.


Setu, tostennerien, penaoz vezit paket !
O floura ar re vraz, n’ankounac’hait biken
Ann drouk a rit d’eunn all, el leac’h ma n’ema ket
              Evit en em zifenn,