Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/123

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Ann drouk-ze war-n-hoc’h-hu a zilammo eunn deiz ;
C’hoarvezout rai gan-hoc’h ker gwaz ha gant ar bleiz.

Ann teod laben aliez d’he dro a vez flemmet,
            Pa na vez dispennet.
            Gwella zo eo tevel
Ha lezel ar gevier da vont gant ann avel.



AL LABOUZ TIZET GANT EUR BIR


Tizet enn he galoun gant eur bir askellek,
Eul labouz o ouela war he stad truezuz,
Dre ma wasae d’ezhan, a lavare doaniuz :
— « Ha red eo e vemp-ni euz hor maro kiriek !
» Tud kriz, tenna a rit, euz plunv hon diou-askel,
» Peadra d’hor lakaat diwar nij da vervel.
» Arabad ober goap, wenn fall ha didruez,
» Evel gan-e-omp-ni, gan-e-hoc’h a c’hoarvez. »