Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ
— « Rak, eme z-hi, va bugale
» Iaouank-flamm ne c’houzont bale. »
Evit lavaret berr, bez’ e doe he goulenn.
Ann amzer, deiz ha deiz, a nij war-zu tremen ;
Deut eo ann eil mare.
Ar perc’hen adarre
A zistro da c’houlenn he zoull, he zi, he c’hampr.
Neuze ar goz-vamm-giez, gant he zeod lemm ha lampr,
A lavar distagel :
— « Brema ac’han ni iel,
» Mar d-oc’h evit hor c’has er meaz. »
Dent he zorrad ne voant dent leaz.
Roit eunn dra d’ar re fall, goude keuz ho pezo.
Evit kaout ho tra digant-ho,
E vezo red c’hoari ar vaz,
Harzal ha kregi-du, diskolpa evel chas.
List-ho da vont dreist ho treuzou,
Hag e vezo ’r peuri berr a-bred d’ho kenou.