Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/129

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

» Great da garet ha da viret
» Na ve debret gant ar prenved
» Ar greun a ra bara d’e-hoc’h.
» Hiviziken ’ta, gant a reoc’h,
» List anezho, pa’z int laouen,
» Da gana kaer ho c’hanaouen !
» Bugale, tud, list anezho,
» Ann Aotrou-Doue ho pennigo ! »


AR C’HI HAG AR C’HONIKL [1]


D’ANN TIERN L.-LUSIAN B…


Sezar, eur c’hi maill ha brudet,
Besk he lost ha rok he galoun,
A voa lammet enn he zav sounn

  1. Cette fable est une traduction libre de celle du Chien et du Lapin, composée, dit-on, par Napoléon Ier, pendant son séjour à l’école militaire de Brienne. Elle a paru, en français, pour la première fois dans le Journal des Villes et des Campagnes, le samedi 8 février 1851.