Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ
AR RAZ EAT DA LEAN
Er Sao-Heol ema ’r brud (pep bro ’n deuz marvaillou),
E voe gwechall eur raz skuiz o veva er bed.
’Vit beza, eme z-han, didrouz dioc’h ann holl draou,
Ez eaz d’en em denna ’nn eunn dorz vara braz-ed.
Al leac’h-ze, enn distro, a voa frank ha ledan ;
Tro-war-dro ne choume nemet-han he-unan.
Hor lean vevaz eno, evel gwechall ar zent.
Kement e labouraz gant he deod hag he zent,
M’en devoe ’barz nemeur, evit en em vaga,
Ar pez en doa ezomm : minfik ha kreun-bara.
Kof a zavaz out-han : Doue a ro he vadou,
A vozadou,
D’ar re ho deveuz roet d’ezhan ho c’halounou.
Eunn deiz da gaout ar raz santel
E teuaz, a berz pobl ar razed,
Kannaded,