Unan a voa desket ha paour,
Ann eil azen ha d’ezhan aour.
He-man evelato a voa doun enn he benn
Ne voa ket egile netra enn he gichen.
War he veno, fur ne vije
Dreist hen-nez nep n’hen enorje.
Nemet ann dud diskiant ne enoront danvez ;
E ialc’h ar pinvidik n’ema ket ar furnez.
Ar pinvidik lare aliez
D’ann hini en doa gwisiegez :
— « C’houi a gav d’hoc’h, me gred, ez oc’h eunn ozac’h mad,
» Hag e talc’her ac’hanoc’h stad ?
» Lavarit d’in eta, ped gweach, hed ar zizun,
» Diwar bara ha dour ez eo rankout d’hoc’h iun,
» Epad ma vez gan-en bemdez Ivon pe Baol
» O kefesta laouen, o tibri oc’h va zaol ?
» Ha petra dalv d’ho seurt beza atao o lenn ?
» Evit-se n’hoc’h lartoc’h, n’eo flouroc’h bleo ho penn !
» Atao oc’h lojet tost da neiz filip ann doen ;
» Gwisket e miz kerzu, evel e miz even ;
» Enn hanv evel er goanv c’houi a zo hoc’h-unan,
» Ho skeud ho mevel braz hag ho mevel bihan.
» Petra dalv eunn den ezommek,
» Pa n’eo evit dispign gwennek ?
» ’Mesk ar re n’heller dioueret
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/140
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ