Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Enn eur c’hoad braz en em gavaz.
Eno, ann noz a dremenaz
Gant eul logoden euz ar vro,
Logoden fur mar doa war dro,
A voa choumet sioul enn he c’hear
Da zibri he boed, tomm pe glouar.
Logoden gear c’houl digant-hi
Ha ne devoa tamm da zibri ?
— « Eo da, e feiz ! eme e-ben,
» Hag a galoun vad digan-en,
» Ar pez am beuz as po founnuz.
» Daoust ha te ne vez ket figuz ? »
— « Tamm ’bed ! nemet gweachouigou,
» Da vorlarjez hag enn dichaou.
» Neuze, dre gaout da lipouza,
» Ne gavann mad ann dra wella.
» Evit hirio, dre m’am beuz naoun,
» Gwella ve d’in eo eunn dra founn. »
Logoden gear, debret he c’hoan,
Ia da gousket goude diboan,
Ha daoust ma voa plouz he lojeiz,
Pa zihunaz, voa pell ann deiz.
Setu hi brema war ar meaz
Digemeret mad, enn he eaz ;
N’oa e nep leac’h ’vit beza gwell.