Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/149

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Dalila ne ket maro c’hoaz.
O c’hoari kas ar fall er meaz,
Gant-hi a-bred e vioc’h teurket.
Ar c’hrek a iel er penn kenta,
Ha c’houi war-lerc’h, panezeien,
Sounn ho kribell, ’vel killeien,
A vo klevet c’hoaz o kana.
E leac’h kana, rusia dlefac’h ;
Ar c’hrek dinerz, mad ha tener
Ha kalounek e peb amzer
A labour a nerz he divreac’h ;
Poania a ra enn noz, enn deiz,
Evid-hoc’h, ’vit he bugale,
Hag he c’harantez, war vale,
Ne baouez da bedi gant feiz,
Evit ma troi da vad ar bed,
Ma teui kaloun, skiant d’he fried,
E-leac’h brabans, lorc’h ha fouge
M’en devezo doujanz Doue,
Ma talc’ho mad d’ar gourc’hemen,
Pa n’en defe ket eur varven !

Ma pec’haz ar c’hrek da genta,
D’he fried ma rankaz plega,
Abaoe, dre he c’harantez,