Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/152

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

» Eur iar zo mad, mar deuz unan. »
— « Gant eunn houadez oud bet dofet ! »
— « Ne ket eur iar deuz va goret ?
» Koulskoude, ne ket ann houadez,
» Ar iar zo enn dro d’in bemdez. »
— « Da vamm, eur iar ? Diod oud a-vad,
» Euz a vi iar ne deu ket houad. »
— « Ne c’houzounn a be vi teuann,
» Ann houadez ne anavezann,
» Ac’hanoun ne ra van e-bed.
» Ar iar a-vad a ro d’in boed,
» Ar iar d’ann dour a deu gan-en
» Hag e pep leac’h zo oc’h va ren,
» Oc’h va diouall, gant he askell,
» Dioc’h ar riou ha dioc’h ar sparfell.
» Kaer ho pe ’ta din lavaret,
» Gant ar iar, pa na venn ganet,
» Ar iar am c’har a zo va mamm,
» Pe leac’h ema ? Hi a glaskann ! »

Euz a vi iar ne deu ket houad,
Hag evelkent e tro ar goad ;
Euz a wenn vad e teu wenn fall.
Ar vugale gant mammou all,