Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ


Gant mammou n’ho deuz ho ganet,
Karantez ho zud ne zenont ket.
Ar vamm ne gar na merc’h na map,
Hag ar bugel na mamm, na tad.
Evel-se eo ez a da goll
Ar garantez dre ar bed holl,
Ha, gant karantez ar galoun,
E kouez pep vad enn eur mor doun
Ne zislounko, gant ann amzer,
Nemet pense dioc’h ar reier,
Nemet klenved divron estren,
Nemet aliez danvez gwall den,
Danvez grek fall, danvez muntrer
Digant magerez deut d’ar ger.
Da c’hortoz, ’ma enn he gavel
Ar bugel oc’h he gerent hevel.
Gwelet e vo divezatoc’h,
Pa deui lano ar mor da loc’h.
Evel-se ez eo bet kollet
Darn tiadou tudjentiled,
Tudjentiled ha rouanez
Kouezet maner kaer ho furnez,
Dre ma kredent ne voa deread
D’eur vamm itron beza mamm vad,
Maga he map, he merc’h vihan,