Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ
Kement all a draou oc’h bisier :
Dillajou glaz, ruz, marellet,
Barvouskennou, manegeier,
Rokedennou, frezillonou,
Darn arc’hantet, darn alaouret,
Saeou goullo, soroc’hellou
E pep giz zo hag a zo bet
Dastumet eno euz pep bro.
— « Sadama ’vad kavet gan-en, »
Eme Alan o trei enn dro,
— « Ia, sadama d’in eur guden
» Ha ne zifuillinn ket feteiz !
» Evelato red eo gwelet. »
Hag al louarn a zeou, a gleiz
Da glask ar pez ne wele ket.
Furcha ha paoata a ra
Ha, gant he fri tano aliez,
Kaer enn deuz furguta, c’houesa
E touez kement all a lastez,
Foeltr vad ne gav nemet kos flear,
Flear ar gevier, ann ormidou.
— « Gwelloc’h eo d’in-me mont d’ar gear
» Mont da studia va lezennou,
» Da c’hout ha me gavo gwelloc’h ?
» Kudennou ive zo enn-ho ! »