Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/19

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
2
MARVAILLOU GRAC’H-KOZ

Neuze ar prezeger, gant eur vouez a voa kre,
Hag e devoa lakeat krenvan er c’halounou,
Evel a ra’r gurun, pa dregern enn envou,
A groze ’zioc’h ann dud, enn eur iouhal out-ho :
— « Ne d-oc’h ket diwar-wenn ho tud koz zo maro ;
Ar re-ze kalounek ne vezent divezad
Da herzel oc’h pep drouk, ha da ober pep mad ;
Maro int pell a zo, hag e-kreiz ho besiou,
Oc’h ho kwelet diskiant, poultren ho relegou,
Ho eskern o steki dindan-hoc’h a lavar ;
Ez oc’h tud digaloun, tud dall ha tud bouzar.
Evel eur reverzi, drouk ar bed o sevel
A ia enn ho kwazied, ho laka da vervel ;
Eur mergl milliget eo, eur c’hlenved disegar,
Savet da goutammi pep mad zo war ann douar ;
Genel a ra bosen ha kernez tro war dro ;
Oc’h he heul kasoni e pep leac’h, e peb bro,
A laka dre ar bed brezel ha lazerez.
Ama, abarz nemeur, e vo beac’h hag enkrez :
Ha penaoz ne ve ket ? Peb drouk a zo meulet ;
Hirio ann den fallakr zo ar gwella deuet.
An nebeudik re vad, flastret gant ar re fall,
A rank mont da guzet evit en em ziwall. »
Kaer en doe ann den-ze krial a-boez he benn,
Ann dud, heb ober van, eat ho skiant da donen,