Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/35

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
18
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

« Gant aoun n’ho pe-c’houi drouk, drouk a c’hell c’hoarvezout,
» N’em bo mui d’am maga nemet daelou, hirvoud.
     » Hiviziken me ne welinn
     » Nemet lasou ha sparfelled ;
     » Pa vezo glao, e lavarinn :
     » Ha va breur paour, peleac’h eo et ?
» Hag hen en deuz ezomm a netra bed brema ?
» Ha debret eo he bred, hag er goudor ema ?»
Ann tammik prezeg-ma, displeget gant furnez,
A voe tost da staga, a-zispill oc’h ann drez,
Pennad ar goulm skanv-benn, hag anez m’oa edro,
Anez ma e doa c’hoant mont da welet ar vro,
     Ne vije ket eat euz ar gear.
     Neuze e lavaraz : — « Va c’hoar,
     » Na ouelit ket, me ho ped !
     » Eunn tri dervez hep-ken
» A vezo d’in a-walc’h da aveli va fenn ;
» Distrei rinn hep dale, ha neuze hed-a-hed
» Choui a glevo gan-en kement vo c’hoarvezet.
» Ann displeg a vo kaer ; nep ne wel nemeur dra,
» N’en deuz nemeur ive da lavaret da zen.
» 0 klevet va zroiou, c’houi a drido laouen ;
» Ne vezo ket a-vad, ne vezo ’vit netra,
» Rak, eme-ve d’hoc’h-hu, setu a c’hoarvezaz,