Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/50

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
33
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

War gement-se ann holl a lavare enn dro
E vije diwar-n-hi brasa kear voa er vro.
        Petra c’hanaz ? Ne gredfe den :
                Eul logoden.

      Setu eur marvaill a zo gaou
      E kever ar pez a lavar,
      Gwir eo a-vad e kalz a draou
      A c’hoarvez brema war ann douar
.

Mar selaoufet ann dud, ’vel diaoulou ann ifern,
Gant-ho eunn trouz spountuz, iou, kurun ha tregern,
Ve lavaret ’z afe ar bed gant-ho d’ar bern,
      Ha pa dal em int war he gern,
      Hevel oc’h eur c’hrubuill merien
O c’houezi, o termat evit loc’h eur blousen.