Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/52

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
35
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

» E vo klevet o tont hag ez aimp da guzet.
» Ha gwelloc’h tra a zo ? » — « Gwelloc’h, eme ’r razed,
» N’euz ali all e-bed ; neuze vemp dibreder ;
» Gwasa a zo siouaz ! eo staga ’nn ourouller. »
Unan a lavaraz : — « ’Vid-oun-me ne d’ann ket,
» Tra ! n’ounn ket ken diod-ze ! » — « Va lost ne vo paket,
» Eme ’nn all anez-ho, o vont di war va lerc’h,
» Rak n’em beuz ket a c’hoant da c’hounid c’hoas va c’herc’h. »
Ker brao en em dennjont ar re-man, ar re-ze,
          Er meaz euz ar wask-ze,
Ma’z ejont enn ho zro heb ober tra e-bed.


Evel ar razed-man, tud e-leiz zo er bed
Brudet er c’huzuliou, evel ar re wella :
Azeza a garont er gador huela ;
Ha pa vez red d’ezho kas ho ero da benn,
E rikl ho lost adre er meaz euz ann dachen.