Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/6

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ




ALI D’AL LENNER


――――――


Setu ama danevellou koz hag o tont a bell : pevar mil bloaz-bennag zo e oant o redeg, seiz mil leo euz a Vreiz-Izel ! Hon tadou kenta ho doa joa out-ho enn amzer ma ’z eent gand ho loened euz a eur menez d’egile e kreizik-kreiz bro ann Azia ; ar vamm ho lavare d’he merc’h, e korn ann oaled, epad ar goan ; hag ann tad d’he vap, enn disheol, enn han ; hag ar verc’h hag ar paotr, o veza deuet enn oad d’ho zro, a gemere ho bugale plijadur enn eur glevet ar pez en doa divuzet tad hamamm gwech-all.

Pa guitaaz ar re-ma bro ann Azia, evit dont da jomm enn Europa, hi a zigasaz d’ho heul Marvaillou ann tad-koz hag ar vamm-goz a gavent brao a-vihanik. Gand ann amzer, unan anezho, hag hen he hano Pilpai, gand aoun ne d-azent da goll, a lekeaz hiniennou