Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
45
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ
— « Ozac’h, da ziveza, te dle mont da gousket,
» Ha gwelet mad a-raok ha da zor zo prennet. »
Gwell e wel lagad ar perc’hen,
Eget kant lagad ann estren.
AR RAZ, AR GOULM, AR VAOT, ANN HEIZEZ
D’ANN AOTROU GUICHON DE GRANDPONT,
Gwechall ar raz, ar goulm, ar vaot hag ann heizez
Ho fevar ’vel unan, veve gant karantez.
Dudiuz voa ho buez : nemet-ho ne voa ken
O choum enn eunn distro ne anaveze den.
Siouaz ! dindan ann heol ne deuz bro ’bed kuzet
Na vez, eunn deiz pe zeiz, gant mab ann den kavet.
3*