Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/71

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

» Ha gouzout a rez-te petra zo da ober ?
        » Warc’hoaz kenta, gant hor filsier,
» Dont ni ha tud hon ti : setu ar berra tra
            » Hag ar gwella ;
        » Hon ed a vedimp, a zournimp
        » Hon-unan, gwella ma c’hellimp. »
        Dioc’h-tu ma klevaz ’nn alc’houeder
        Petra voa mennoz Iann gouer,
        E lavaraz : — « Va bugale,
        » Enn taol-ma ’vad eo d’hoc’h bale ! »
        Hag ar re vihan d’heul ho mamm
        Ann eil war egile a lamm.
            Da c’houlou-deiz,
        E voa goullo ha ien ho neiz.

Brema me a lavar d’ar pinvidik, d’ar paour :
Mar d-eo mad d’hoc’h hirio ober eur pez labour,
Stagit gant-han dioc’h-tu, ha pa vec’h hoc’h-unan,
Bemdez kalounek oc’h ho poan,
Gan-hoc’h ez ai buanoc’h da benn
Evit choum da zellet, o c’hortoz ann estren.
Ann amzer ia enn dro, n’ema gant den ebed ;
Evel d-han kerent zo ha kalz a vignouned.