Mont a ra er maner, pignat ra er c’hamprou
Leun a aour a arc’hant ; enn unan, eunn aotrou
A voa azezet kaer war eur gador wenn-kann.
Ann den d’ezhan lavar : — « Da berc’hen e teuann,
» Hervez ma’z eo skrivet e lizerennou aour ;
» Rak me am beuz a-walc’h, petra-bennag ounn paour. »
— « Neuze, eme ’nn aotrou, perak klask kaout ouc’h-penn,
» Kaout ar maner-ma c’hoaz ? Eur gaouiad oc’h, va den ! »
Ar maner-man a zo ti kaer ar Baradoz
Ne vezo roet da zen,
Kaer a vezo goulenn.
Red eo, oc’h her gortoz,
Distaga ar galoun dioc’h kement zo krouet,
Ha lavaret :
A-walc’h ! a-walc’h ! a-walc’h ! N’em beuz ken da c’houlenn,
Nemet, goude mervel,
Mont euz a Vreiz-Izel
Da vaner kaer ann Env, gant Doue da berc’hen.
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/87
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ