Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/93

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

» Ma ne c’hell ho pried kaout ar peoc’h eur pennad,
» Petra raio neuze, lavarit, mevellou ?
» Da denna ho alan mar savont ho fennou,
» Em oc’h out-ho rak-tal o iudal a-boez-penn !
» Ha me ranko noz-deiz choum sioul enn ho kichen ?
» Kenavo evit mad ! Mar teu d’in biken c’hoant
» D’ho koulenn a-nevez, grek re fur ha re goant,

» Me fell d’in er bed-all, evit va fec’hejou,
» Kaout diou c’hrek evel d-hoc’h d’am brouda gant spillou. »


PENN AR MARMOUZ


E-touez kik chatal-all, eur marmouz ormider
A voa stag oc’h ar grouk, dirak stal eur c’higer.
       Eunn den, o vont, a c’houlennaz
       Pe mad pe fall e voa he vlaz.