Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Diwar-benn kement-man n’euz ezomm lavaret
Evit gallout beva e ve red kaout spered.
Gwella spered a zo eo kaout skiant ha gouzout
Ne deu peuri d’al loen, ma na bleg he c’houzoug.
Gwella zo al labour da baour, da binvidik,
Anez, dindan tro ’nn heol, ann den zo reuzeudik.


AR BLEIZ HAG AR BASTORIEN DENVED


Eur bleiz, voa leun a skiant hag a galoun ous-penn,
(Dibaot ar bleizi-ze, rouez int ann dud zo-ken)
A lakeaz eunn dervez he spered da gregi
Douna ha ma c’halle, a-greiz klask da zibri,
Er mennoz zo ama. — « Gwir eo a lavarer,
» Krisoc’h evid-oun-me, krisoc’h ne deuz kiger.
» Ne d-oun karet gant den ; ha pa vezann gwelet,