Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 1.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —


28Da c’hragez martoloded keiz,
A varvfe kant guech noz ha deiz
Evit savetei ar re all ;
D’ar re a ra vâd e vez great fall.

29Ar merc’hed e kreiz ar mèsiou
Deut glao, kazarc’h, n’ho deus ket riou,
A nerz ho c’horf o labourat,
Da c’hounid boued d’ezho, d’ho ziad.

30Hada, c’houennat, medi a reont,
Medet ho ed her simiadont [1]
War ho c’hein a zammou pounner
Evit hen dourna enn ho c’her.

31Gant-ho ho eost pa vez dournet,
’Vez krazet, gwentet, dastumet,
El leac’h ma kaver dilastez,
Kement zo red, enn tiegez.

32Mar labouront hep damanti
Enn aod, er mèsiou, difazi,
Enn ho ziez, ken nebeud all,
Ne gavfet netra da damall.

33Heb aoun e c’heller lavaret
E labouront koulz ha goazed,
E talc’hont ho ziegesiou
Reizet koulz ha tiez ar c’heriou.

  1. Hen dougont war gern ho c’hein, pe war ho chouk (sur leur nuque). cf. : cime ; latin : summum ; terme peu connu.