Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —
Ne choumo ho pugaleigou
Hep tâd da gaout naoun, da gaout riou,
Hep mamm na den war an douar
Mar marvit gand doan ha glac’har.
Ho peden kalounek, santel
D’ho tud keiz a zo, eur vantel
A daol diwar-n-ho, e pep leac’h
Gwall avel, gwall vor ha gwall veac’h.
Ezoum ho deuz euz ho peden,
Rak ker kalet ho flaneden [1]
N’hellont atao oud poan herzel.
Pedit ; pedi a zesk mervel.
————
BUEZ AR MARTOLOD :
————
Euz a zivreac’h tener he vamm
’Ia da zigeri he ero
War ar mor beteg ar maro.
He galounik paour o ranna
Hag he zaoulagad o ouela,
E lavar kenavo d’he dâd,
D’he vamm, d’he c’hoar ha d’he vro vâd.
- ↑ Mot à mot : leur planète.