Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —
Feiz da bedi santez Anna
Mari he stereden gaera
A c’hoarz out-han euz an nev flamm,
Mari, Anna zo he ziou vamm.
Martoloded, moused bihan
Dalc’hit d’ho feiz gwitibunan,
Da feiz ho pro, feiz ho tadou,
Feiz a zo dreist an oll vadou.
Pa zao an deiz bugelik Baz
A zell a zeou hag a gleiz c’hoaz
Da glask gwelet, gwelet he vro
An nev, ar mor ’wel tro-war-dro.
An nev, ha pell goueliou listri
An heol out-ho o lugerni,
Ar mor a loc’h e kreiz he veol
Evel droug enn-han, e c’hrosmol.
Bugelik Baz oud he glevet,
O welet he liou droulivet
A gren enn he holl izili,
Kren, paourik, hep paoues pedi [1]
Ped ha labour heb ehana
Ha Mari ha santez Anna
A vo bepred enn da gichen
O rei d’id nerz da veza den.
- ↑ L’auteur écrit ès final au lieu de èz devant une consonne initiale forte ou ténue pour conformer l’orthographe à la prononciation.