Den a feiz, martolod dispar
Bras, kalounek da zont d’ar gear
Enor da vro ha joa da vamm,
Enor ha joa da bep unan.
Ar vouez ’ glev atao enn he greiz
A gresk he nerz, a gresk he feiz,
A lavar d’ezhan : Lez da gas !
Doue zo gan-ez eo ar mestr braz.
Brema, mor doun, c’hellez diroll
Strinka tarsiou beteg an heol,
Heja da voué enn nev huel
Ha klask tumpa lestr ar bugel.
Gouzoud a rez piou c’hourc’hemen
Piou ’ lavar d’id choum hep tremen ;
Eur c’hrouanen ’ peuz digaset
D’an aod euz ar penn-all d’ar bed.
Gouzout a rez, mor diboellet
Kaer as pezo, ne lounki ket
Lestr na bagik eur mous bihan
A zo gant-han Doue a-unan.
Eneb ar mor hag an avel
An trede deiz lestr ar bugel
A gerze skanv hag huel he benn
D’ar vro ma voa he c’hourc’hemen.
Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 1.djvu/41
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —