Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —
Avel, kerrek, mor o tarza
N’ho lakeont mor e da giza,
Pa welont listri o terri
Ha breudeur o vont da veuzi.
Ia breudeur int ha kristenien
Ha pa vent Saozoun zo-mui-ken,
Da vartoloded a varvfe holl
Kent na-d-afe eun den da goll’
Enn ho c’hreiz kalounou kristen,
Diskouez a reont (pe rafent ken ?)
Petra dalv d’ezho eun ene
Zo bet prenet gant goad eun Doue.
Tud ar re-ze, ne zellont ket
’Vit ober vâd oc’h poan e-bed,
’Vit ober vâd, rei ho buez ;
Ha c’hoaz, ma ve out-ho truez !
Eur gwennegik ho devezo,
Bennoz Doue ha kenavezo !
Pa dlefent kaout, tud vad ha paour,
War ho bruched peb a groaz aour !
Gwelit du-hont, euz Enez-Vaz
Diou vag a zo o vond er maez.
D’ar gwall-amzer dispak ho lien
Ha gant-ho kaer ha huel ho fenn