Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —
An diou vag out-han a dosta,
War-n-han a wel Mari-Anna
Daou hano kaer, mar deus hano,
Hano diou vamm karet er vro.
Martoloded Baz pa welont
A gresk ho nerz hag ho dispont ;
A lez da gas war an teir-gwern,
Dirollet out-hi an ifern.
Eno neuze ’ neb a vije
A leiz he galoun a ouelje
O welet tud an teir-gwern paour
O c’hervel, o c’houlen sikour.
Ma na vijent en em staget,
Euz ho lestr ’ vijent bet stlapet,
E vijent eat gant an tarsiou
Da steki oc’h kerrek an aojou.
Al lestr a dro hag a zistro,
A gouez a gleiz, a zeou a zao,
A joum a zav, ’ ia a benn-er,
Dioc’h nerz pep tarz, skanv pe bounner.
Penaoz out-han o loc’h atao,
An diou vag keaz a dostaïo,
Heb beza stoket gant al lamm [1],
Beza flastret, hi ker bihan ?
- ↑ Lamm est mis ici pour la rime ; il aurait fallu pouvoir mettre gand an tarsiou, par les lames.