Kounnar ar mor hag an avel
Oc’h kaloun gre derc’hel na c’hell [1]
Trec’het eo gant martoloded
Zo tost d’an aod ha d’ho merc’hed.
An diou vag ’ deue d’an aod-wenn [2]
Ho diou an eil war-lerc’h eben
Pa dro unan a-bez karget
Gand eun taol mor euz ar weled.
Mamm, c’hoar, pried, peb martolod,
Diwar an teven ’ lamm en aod
’Zisken d’ar red ha war ho fenn [3]
A ia er mor, dic’hrij éeun tenn [4] .
Evel-d-ho ar vartoloded
Enn dro d’ar vag zo bet troet
A nenv, a zastum kemend den
A bak ho divreac’h oc’h astenn.
Pep tro a reont e teu gant-ho
Eun den bennag zo euz ar vro,
Pe dud an teir-gwern o veuzi,
Ken dinerz ne c’héllont mui.
Gant martoloded, merc’hed Baz,
Den ebed eno ne joumaz
Ne choumaz den ebed er mor,
Hep dond gant-ho beo d’an Arvor.
Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 1.djvu/63
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —