Treac’h int… nij brud gant levenez
Nij nij a denn askel da embann dre ar bed
E kanaouennou drant, nij heb aoun da ziskouez
Hon euz nerz ha kaloun, ec’h ouzomp, pa vez red,
Rei freillajou ’hed hor gwalen
D’ar re a zao re huel ho fenn.
Sked ann holl C’hallaoued a lufr evel ann heol,
Diskaret eo Sebastopol.
Kanoliou krozit dre ar bed,
Savit ho mouez, livirit huel
Dreist soudarded Bro-C’hall n’euz soudarded all ebet
Da drec’hi prim pe da vervel.
E kreiz an tan, du poultr, leun c’hoad
Ne oufed kaout ho far da skei stard a drojou ;
En ho gwazied, e red, e verv, a oad da oad
Eur goad, iac’h ha nerzuz a ziskar ar c’heriou
Pep kamm a ra war an dachen
E kouez a stog enebourien
Evel er parkeier e veler ar pennou
Warlerc’h ar meder a zrammou.
Treac’h omp, gounezet ar C’hrime
Dre hon nerz, dre skoaz ann envou ;
Enn eur gana eta meuleudi d’hon armée
Kanomp da Zoue meuleudiou
Heñ en deuz war-n-omp astennet
Dre drugarez he vamm, he vreac’h madelezuz ;
Heñ zo deut d’hor skoazia pa hon deuz her pedet.
Skignet en deuz enkrez e kaloun ien ar Russ
Pa ’z eo gwir daoust d’he vaillantiz
En deuz ranket mond war he giz.
Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 2.djvu/16
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —