Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/104

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

he savimp diwar-n-han nemet evit mont er bez. Setu ni eta toc’hor, kroaz Jezus-Krist etre hon daouarn ; setu ni o vont da zigèri dor ar vuez a bado da viken. Maro ha poaniou hor Zalver a zo mad-meurbed ive d’e-omp da zonjal enn-ho, mar karomp Doue gant eur gwir garantez, ha ma c’hoantaomp e kreskfe ar garantez-se enn hon ene. Sant Fransèz a Zal a lavar ez eo menez Kalvar, menez ar c’halounou karantezuz, hag ez eo war ar menez-se e karont beza o choum. Ne d-euz netra hag a ve koulz da lakaat karantez Doue er galoun, evel gwelet Jezus o vervel, dre garantez ouz-omp. Evel ma teuz ar skourn gant an tan, gouliou hor Zalver a deuz ar c’halounou iena. Euruz eo eta an den a zo o choum war ar C’halvar, menez a vadèlez hag a garantez ! Piou a ve evit dilèzel anezhan ? Anezhan e strink tan flamm ar garantez, an tan-ze a domm hag a zev an eneou a ia da choum war-n-ezhan evit mad.

26. — Ar pevare hent a gas d’ar furnez ha d’ar zantèlez, an hent a ra d’an den kenderc’hel er mad, a zo tostaat aliez oc’h an daol zantel. Lavaret zo ne c’houfe eun ene ober netra e-bed gwelloc’h dirak Doue, eget digemeret he gorf sakr e Sakramant an Aoter. Santez Thereza a gred ive ez eo ar gommunion ar wella tra evit kaout ar furnez hag ar zantèlez, hag eun dra hag a anavez an holl, eo ar re zantela a zo ar re a dosta an aliesa oc’h an daol zakr. Evel a lavar an Tad Santel ar Pab, Innosant unnekved euz an hano, an