Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PENAOS KARET JEZUS-KRIST




KENTA KENTEL


————


Jezus-Krist a dle beza karet evit ar garantez en deuz bet o c’houzanv evid-omp kemend-all a boaniou war ar groaz.


————


1. — Karet Jezus-Krist hon Doue, hor Zalver, hor mad dreist pep mad, setu ar zantèlez holl, n’euz guelloc’h na santeloc’h stad. « Piou-bennag a gar ac’hanoun, eme Jezus-Krist, a vezo karet gant va Zad  : Va Zad a gar ac’hanoc’h, o veza ma ho peuz karet ac’hanoun-me. » — « Darn zo, eme Zant Fransez a Zal, hag a gav d’ezho en em gastiza a zo ar zantèlez vrasa ; darn all a gav d’ezho pedi eo ; lod a laka tostaat aliez oc’h ar zakramanchou eo ha lod all ober aluzen : fazia a reont ; ar zantela stad a zo karet Doue euz a greiz ar galoun. Ar garantez, eme an Abostol sant Paol, a laka an holl vertusiou enn unan hag a vir mad anezho, hi a laka an den da veza santel. Karit Doue, a lavar sant Augustin, ha grit a garoc’h ; ar garantez, oc’h ho kelenn, a viro

er-vad na reoc’h netra a-gement a zisplichfe

1*