Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

mad, Doue en deuz mall d’en em rei d’an dud ha d’ho c’harga euz he vadelesiou ; hag evit kement-se ne fell d’ezhan netra e-bed ken nemet beza pedet gant-ho. An Aotrou-Doue, pa wel ez eo pedet kalounek gant unan-bennag, neuze ez eo ken euruz, ma ’z eo, koulz lavaret, anaoudek e-kever an den-ze.

36. — Mar fell d’e-omp derc’hel mad da c’hras Doue bete mervel, ez eo red e vemp atao evel ar re baour, digor hor ginou da bedi Doue da mi d’e-omp he nerz hag he c’hras. Va Jezus, c’houi a zo mad, bezit truez ouz-in, n’am list ket da vont biken diouz-hoc’h ; Aotrou-Doue, astennit ho tourn da rei nerz d’in : Setu ama ar beden a-vepred a lavare ar zent gwechall e-kreiz ar c’hoajou hag al leac’hou distro : « Aotrou, roit nerz d’in buan hag affo, rak mar taleit da zont david-oun, e kouezin hag ez in da goll, siouaz! »

37. — Bezit eta, kristenien, fisianz er beden, rak Doue en deuz lavaret e selaouo an hini a bedo anezhan. Gwir a lavar, roet en deuz he c’her e tigaso d’e-omp ar grasou a c’houlennimp digant-han : ne dorro he c’her birviken. Pa en em erbedomp eta oc’h Doue e tleomp kaout fisianz e vezimp selaouet gant-han, hag hon devezo ar pez a c’houlennimp, pa lavar Jezus-Krist an dra-ze.

38. — Siouaz ! eme unan-bennag, eur gwall bèc’her oun, ne dalan ket e ve klèvet va feden gant Doue. Petra lavar Jezus-Krist ? Piou-bennag a c’houlen a vez roet d’ezhan, ne d-euz forz piou eo, pe ez eo mad pe fall. Ar pez a ra ma ’z eo mad ar beden, ne d-eo ket an den nag