Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

ar c’hompezennou, ar veingleusiou, ar gwez, al louzeier, al loened a hep rumm, enn eur ger, kement tra a zo ; hag evit kemend-all a vadelesiou en deuz great e-kever an den, an Aotrou-Doue ne c’houlen digant-han nemet anaoudegez vad, me lavar, karantez he galoun.

« O va Doue ha va Aotrou,eme zant Augustin, kement tra a welan, kement tra a zo a gomz ouz-in hag a gelenn ac’hanoun da garet ac’hanoc’h-c’houi, o veza ma lavar pep tra d’in ez eo dre garantez ouz-in ez int bet great gan-e-hoc’h. » An Tad abad Ranse, an hini a zavaz da genta leandi an Drapisted, pep gweach ma selle oc’h an torgennou, oc’h an eienennou, oc’h al laboused, oc’h ar bokedou, oc’h ar stered hag oc’h an nev, a groge enn he galoun evel eun tan kre, tan karantez Doue.

4. — Santez Madalen a Bazzi, pa zelle oc’h eur boked, a zante karantez Doue o tomma he c’haloun hag a lavare  : « O veza m’en deuz Doue karet ac’hanoun, eo bet a-viskoaz he vennoz da ober ar boked-man. » Kement-se a ioa evit-hi evel eur flamm-tan a garantez a iea doun enn he c’haloun hag a lakea anezhi da veza muioc’h-mui a-unan gant Doue.

Santez Thereza, pa wele eur wezen, eur c’houer, eur prad, eun eienen, ne gave ket d’ezhi e devoa a-walc’h a garantez ouz Doue, pa en devoa great an holl draou kaer-ze evit beza karet gant hi. — Eun ermit santel a gave d’ezhan e klève mouez ar ieod hag ar bokedou a wele o rebechi d’ezhan ne gare ket a-walc’h