Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/135

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 133 —

tra. Hogen, o veza ma ’z int dalc’het c’hoaz gant ho c’hoantegesiou direiz ha dre ne boaniont ket da derri al liammou-ze, dre-ze eo ez int sempl ha toc’hor ha ne d-int ket evit kerzet rag-êeun enn hent an nev. Sant Iann ar Groaz a lavare : « An ene a zo stag oc’h eun dra-bennag, an distera zo, ha pa ve a-hent-all ker mad ha ma c’hell beza war an douar, an ene-ze ne vezo e gwirionez biken unan gant Doue, rak ne d-euz forz pe deo pe voan eo an neuden a stag al labouz, ma vir out-han da nijal el leac’h ma kar. » Doaniuz eo gwelet eneou, a zo enn-ho grasou ha madelesiou a-leiz, doaniuz eo gwelet n’ho deuz ket a nerz a-walc’h evit terri krenn al liammou dister-ze, evit dont da veza unan gant Doue. Evit kement-se n’ho deuz nemet kemeret penn-er a galoun ha d’ioc’h-tu e welint ho neuden o terri. Diwar neuze ho devezo eun tenzor a c’hrasou braz-meurbed, dre ma teu Doue neuze d’en em lakaat a-unan gant ar galoun distag diouz pep karantez all ouz ar bed.

5. — An hini en deuz c’hoant e ve Doue holl d’ezhan, a dle ive beza he-unan da Zoue. Va muia-karet a zo en em roet holl d’in, ha me a zo en em roet d’ezhan. O veza ma kar Jezus-Krist ac’hanomp, e fell d’ezhan kaout hor c’harantez holl. Ma roomp eta lod euz hor c’harantez da eun all-bennag, neuze e rear gaou oc’h Jezus, ha Jezus a vez poan gant-han. Santez Thereza a skrive da unan euz he c’hoarezed : « Grit enn hevelep doare ma tistago

a-grenn an eneou dioc’h ar grouadurien, o

8