Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

an Aotrou-Doue, hag e lavare d’ezho  : roit peoc’h ; dizanaoudek oun, ,eme c’houi, ha lavaret a rit d’in ez eo dre garantez ouz-in eo en deuz Doue krouet ac’hanoc’h ha ne garan ket anezhan e kement-se ; ia, klevet mad a ran ac’hanoc’h  : roit peoc’h, ha n’am zamallit ken !

5. — Evit beza karet gan-e-omp euz a greiz hor c’haloun, an Aotrou-Doue he-unan a zo en em roet holl d’e-omp ; Doue, an Tad, a zo a-viskoaz da viken, en deuz roet d’e-omp he Vap ker, he Vap he-unan. Dre ar pèc’hed, e voamp maro holl, ne voa mui gras e-bed evid-omp ; neuze, evit lavaret evel an Abostol sant Paol, an Aotrou-Doue, dre garet ac’hanomp muioc’h eget na voa dleet d’ezhan, a zigasas d’e-omp he Vap ker-meurbed, evit paea hon dle ha rei d’e-omp buez ar c’hras, kollet dre ar pec’hed. Rei a ra d’e-omp he Vap, ha n’en deuz trugarez e-bed out-han, evit beza trugarezuz enn hor c’hever-ni ; gant Map-Doue, Doue ha den he-unan, ez eo deut d’e-omp ar c’hras, ar garantez hag ar Baradoz. Evelato an holl vadou-ze, peger braz-bennag int, a zo koulz ha netra e-skoaz Jezus-Krist, Map-Doue.

6. — Jezus-Krist, Map-Doue, a zo ive en em roet holl d’e-omp, dre garantez ouz-omp, evit prena ac’hanomp dioc’h ar maro da-viken ; evit gounit d’e-omp a-nevez ar c’hras hag ar Baradoz a ioa eat da goll, ez eo en em c’hreat den hag ez eo eat evel da netra. Mestr ar bed a zo en em izeleat bete dont da veza hevel oc’h eur sklaf, bete gouzanv ar poaniou a stag oc’h an dud war an douar.